Pajenn:Congres celtique international.djvu/508

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KIMIAD D’AR IAOUANKIZ


SONE AR BOPL


Tennet euz ar BLEUNIOU BREIZ.


————

Dissul da noz diweza, ha pa oa koaniet d’in,
Ha me ’vonet em jardin, — oh ! ie tra la la,
Ha me vonet em jardin, en avis pourmeni.

Ha me klevet un evnik war ar skour o laret :
« Pe te ’zo klan a galon, oh ! ie tra la la,
« Pe te zo klan a galon, pe te ’n euz poan speret ?

« Me na on klanv a galon, nag iwe poan speret ;
« Met gant keun d’am iaouankiz, oh ! ie tra la la,
« Met gant keun d’am iaouankiz, na on pe-lec’h eo et.

« Ma dent ma fenn deuz kaset, ma bleo a deuz griset,
« Tortet a deuz ma diou skoaz, oh ! ie tra-la-la,
« Tortet a deuz ma diou skoas, tevalad ma gwelet.

« Guez-all pa oann paotr iaouank, o vont d’ar pardoniou,
« Arc’hant vije em godel, oh ! ie tra-la-la,
« Arc’hant vije em godel d’eva boutailladou.

« Met brema p’on dimezet, ha bet d’in paradur,
« Kenavo d’am iaouankiz, oh! ie tra-la-la,
« Kenavo d’am iaouankiz, ha d’am holl plijadur.

« Nemet-oud evnik bihan, pini ’n euz diou-askel,
« Ke warlec’h ma iaouankiz, oh! ie tra-la-la,
« Ke warlec’h ma iaouankiz, l’ar d’ez-hi dont d’ar gêr.