Pajenn:Congres celtique international.djvu/510

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DA VARZED KEMRI.

KANAOUEN

Savet gant Prosper PROUX.

————

Ra vezit deut-mad, kenvreudreur,
Barzed helavar a Vreiz-Veur,
Pa c’heuz prizet treuzi ar mor,
’Vit starda dorn breudeur Arvor !
 
Stignet kerden ho telennou
Da gana d’emp kanaouennou,
Kanaouennou kaer ar varzed
Savet enn amzer dremenet.

Lavaret d’emp hirio penaoz,
Penaoz, siouaz ! enn oajou koz,
Eo c’hoarvezet ann disparti
Etre hor breudeur ker ha ni.

Kanit diwar benn ann Druzed
Enn ho dorn ar falz alaoueret,