Pajenn:Congres celtique international.djvu/514

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
DA VARZED KEMRI.


Ar mor-verc’h koant ken draitourez,
Hanter pesk hag hanter vaouez,
0 kana flour d’ar verdaidi
Da lakat brevi ho listri,

Kanit bro ann Hiberni glaz,
Bro ar verzerien, ar zent braz :
Efflamm Renan, Ke ha Sane,
Sent leun a feiz, a garante,
 
A ziskennaz enn Breiz-Izel,
’Vit prezeg d’emp ann Aviel,
A zavez war gern ar peulven
Kroazou skedennuz Mab-ann-den ;
 
Hag hon diskaz da azeuli
Ar map ganet er marchosi,
Ni tud direiz n’hon doa biskoaz
Stouet hor penn dirak nep goaz.
 
Tridall a ra hor c’halonnou
klevet iez hor gourdadou,
Hag ann delenn o sini c’houek
Enn douar zantel Sant-Briek.
 
Setu va dorn, Kenvroidi !
Ha teir iouc’haden ’vit Kemri !
Ia ! daoust d’ann amzer, daoust d’ar mor,
Breur eo Kemro da vap Arvor !


————