Ar Varivonik a oele,
Na gave den hi c’honzolje : bis.
Na gave den hi c’honzolje,
Met ar Saoz-braz, hennes a re. bis.
— « Aotro ’nn Angles, d’in-me laret
» Da beed ann-oc’h vinn oblijet ! bis.
— « D’in ma unan, d’am faotr a gambr,
» D’am merdedi, pa ho do c’hoant. bis.
— « Aotro ’nn Angles, mar am c’haret,
» War ar pont ma lestr da vonet. bis.
— « Marivonik, n’az eet ket,
» Na gant aouenn a vec’h beuzet. » bis.
Marivonik n’ deuz ket zentet,
Ha war ar pont hi ’zo pignet. bis.
Marivonik a lavare,
War bont al lestr pa ’z errue : bis.
— « Guerc’hes Vari, laret-c’hui d’in,
» Pe me em veuzo, pe na rinn ; bis.
» Pe me em veuzo, pe na rinn,
» N’ c’houlennan ket oc’h ofansinn. » bis.
Sinn ar groaz ’n hi c’herc’henn deuz gret,
War hi fenn er mor em daolet. bis.
Ur pesk bihan a fonz ar mor
Sav Marivonik war ann dour : bis.
War var ann dour ’n euz-hi savet,
Hag ur bar-awell a zo gret. bis.
Hag ur bar-awel a zo gret,
Toul-porz hi zad ’n euz-hi kaset. bis.
— « Tadik paour, digorit ho tor,
Marivonik a c’houll digor ! » bis.
— « Ha posubl a ve, ma Doue !
Marivonik a ve aze ? bis.
Ter zro d’ann ti a deveuz gret,
Ha neuze kerkent eo marwet.