Pajenn:Crocq - A dreuz hag a hed, 1922.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


A-DREUZ HAG A-HED


————


Hag a zo brao da gaout, ya, me lavar, pemzek devez a-hed-da-hed, stag-ouz-stag, evit gallout dilezer eur pennad prederiou ar bloavez, hag o hanter-ankounac’hat on eur vont da ober eur weladennig da gerent koz ha bro c’henidik, oc’h en em gaout gant ar re o deus ho savet, el lec’hiou ma ’z oc’h bet savet !…

Ar blijadur-ze am eus nevez-tanvaet en eur ober, re vuhan, eun droïg er gêr, duhont e kichenn Douarnenez. Eun tammig a zo chommet a vlaz ganin.

Gant aoun na gendalc’hfec’h ket pelloc’h, e rankan dioc’htu lavaret d’eoc’h n’emoun ket nag e sonj nag e poan da zisplega d’eoc’h, war o hed, kildroennou va zammig beach : re zivlas da lenn, ha re chastreüs da skriva a vefe. El linennou-man warlerc’h ne vo hano nemet eus eur rimadell bennak hag a zo distroët d’am envor, en eur gejout gant hini pe hini, e lec’h pe lec’h, a-gleiz pe a-zehou, a-dreuz pe a-hed

E Kemper en em glenkan mat e korn va c’hombod : den nemedon, ha kent-se buhan tân d’ar c’horn hag eur zellig d’am c’hazetenn ; mat ar stal !…

Yê ! setu, pa ziloc’homp, diou intron a-ziwarlerc’h. Dielc’het int, o redek : n’eus forz, emaint ebarz.

— Koskokodêk ! ! ! Diou zousenn yer o c’hragailhat, n’ouzon ket ha muioc’h a drouz a vije bet klevet ganto. Evit teod va c’henbeachourezed, tanfoeltr, lardet mat e oa, ne skuize ket ! Boudinellat a ree va diskouarn.

Ar ralla tra a gerz en hent
A zo eur… pemoc’h hep roc’hal,
Da c’houde eur c’hi hep trotal,
Ha diou vaouez hep kaketal.

— Respet d’eoc’h, merc’hed Douarnenez, evit gwir, ho tiou, c’houi a ouie kaketal (hag a oar c’hoaz breman emichans), hag e galleg hag e brezoneg, mesk-ha-mesk, touez-ha-touez ! Nag a strakadennou c’hoarz ! Hag a-greiz-holl, e vije distaget eur chapeledad « Che », « Poent a ve, fi oar ! » Ar gwella pez a oa, eo ne oa ket dispennet kalz chupenn an nesa.

Setu ni er Yeuc’h. — Piou n’en deus ket klevet hano eus Diaoul ar Yeuc’h ? En iliz ar barrezig-ze e oa (hag ez eus c’hoaz, rak unan nevez a zo bet prenet), eur skeudenn a zant Mikeal o forc’ha Pol Gornek : da zevez ar pardon, e oa ar c’hiz gant merc’hed Treboul ha Douarnenez da vrouda gant spilhou feskennou al lostek ; ha meur a vartolod a gave mat ha doujansus ouz Doue, latouza d’ezan e veg hag e gerniel, hag e skilfou krogennek, gant o chikou distrempet. Met, hervez ar vrud, gant eur chalboter a ziwardro eo e oa torret e c’houzoug da Ziaoul ar Yeuc’h : da ober eur weladen d’ar skeudenn