Pajenn:Crocq - A dreuz hag a hed, 1922.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 323 —

ez eas, eun devez ma oa dre eno, o charreat koad ; setu hen en iliz, e skourjez a oa chommet gantan endro d’e c’houzoug. Evit diskouez d’an diaoul, e garantez, ne gavas ket gwelloc’h eget diharpa gantan eun tôl skourjez, a dro-vrec’h, hag unan ma ouie ober ! Met al lêren a gildroas ouz ar skeudenn ; houman a orjellas hag a gouezas da ober bruzunou war leuren an iliz.

Ar chalboter (rak ar Yeuc’h na c’helle ket chomm hep diaoul), ar chalboter a rankas prena eun diaoul nevez. Petra ’fot d’eoc’h ? « An nep a fello dibri an diaoul, a ranko lounka e gerniel. » Ha korzailhen hor chalboter a oa c’hoaz re striz.

Setu Pont Pouldahut : tud a zo dre an hent, kirri ha loened : ar foar a zo bet hirio, ha breman emeur o tistroi d’ar gêr.

Douarnenez : Kemeromp an trên binan evit tostât ouz Bro ar C’haperien. — Dres, etouez eur berniad tud, setu aze daou vignon koz, anaoudegez a bell-bras. Mazo ar C’here, ha Yann ar C’hloc’her.

— Ac’hanta, marvailherien, hag ar vuhez ?

— Mat abaoue ar wech diweza, war an tu mat.

Hag a nevez ?…

— Nebeudik… war nebeutât ez a hor marvailhou, ha ne reer ket anezo ken dre zousennou egiz gwechall : breman e ranker o gwiska muioc’h gant dilhad ar wirionez. Unanig bennak a c’heller c’hoaz kaout o redek…

— Ya, eme pôtr ar c’hleier, Mazo aman en deus gwelet hirio e ti e genvreur, kere Pouldahut, eur re voutou-lêr ha n’int ket koustet re ger. Ha c’hoaz e lavar d’eomp n’eus ket diskenn war al lêr, na war e varc’hadourez !…

Mat ! Setu va den gant o varvailh : amzer zo.

— … Ya, eun tôl kaer a zo c’hoarvezet e ti kere Pouldahut e korn ar blasen-vras, gant daou lampon, bizied-kamm, deut ive da ober o marc’had. Da unan anezo e oa deut ezomm da gaout eur boutou-lêr nevez ; hag hen da di ar c’here ; e ganfart a jommas etal an nor ; laer ar boutou, pa gavas eur re diouz e dreid, a reas eur c’hammed bennak ganto betek an nor.

— Mat int, emezan, en eur ziskarga er mêz e c’hourlanchen raouilbet.

Ha piou a dapas war e chupenn an dislonkaden ? … Ar c’hanfart a oa a du gantan e kichen an treujou :

— Diwall ’ta, pemoc’h louz !

— Pemoc’h lousoc’h te da unan !

Ne oant ket daletoc’h : klak ha klao !… setu aze diou javedad trouz ganto ; hag an daou laer an eil war lerc’h egile d’ar red, ha redek a ouient !… An holl a zelle, ha kals a c’hoarze. Kere Pouldahut, evit fougeal, a lavare :

« Ne vo ket pell va ostiz evit lakat e grabanou war egile, rak eur boutou nevez mat a zo en e dreid. »

…Ha ! Ha ! Re vat emichans a oa e voutou, rak n’eo ket deut d’o zigas endro. N’ouzomp ket kennebeut pe hen a bakas egile : rak n’edo ket c’hoaz endro, pa ’z omp deut kuit ac’hano !…

— Dont a ra adarre brao ganit, eme meur a hini.

— Peuh ! eme Yan ar C’hloc’h.