Pajenn:Crocq - A dreuz hag a hed, 1922.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 448 —


Deomp da glask hor mignoned koz ; ar vignoned koz-ze eo a blij d’eomp holl ar muia, evel mar plij d’eomp hor gwiskamanchou koz, abalamour, na petra ’ta, ma’z omp boazetoc’h outo : great eo ar plegou…

Dres ! diouz an tres anezan, dindan ar vogidell duhont, honnez eo ar mignon Mazo ar C’here an hini a zeu etrezek ennon. He glevout a ran, krozmolat a ra en eur dostât, en eur heja e zivrec’h hirr ha sec’h, soublet e benn.

— Penôs ? Penôs ? ’Mazo, n’eman ket an traou war o zu mat ? Petra ’beg ennout ? Hag eat e vefe ar moc’h da redek ?…

— Tra, nan, netra… eo, fall an amzer.

— An amzer, an amzer, me gredfe awalc’h neket gant an amzer emout o randona evelse : eun dra bennak all a-bouez eo a zo o vec’hia ac’hanout, rak te oar :

« Dibaot chiminal a voged
Anez na ve tan en oaled.
 »

— Ma ! neuze, tan a zo em oaled, p’eo gwir e kavez ac’hanon o tivogedi. — Da genta, sell, emoun o tont diouz ti Noun ar C’hamm : ac’hanta paket oun bet egiz eur Yann al Leue gant ar barver divalo-ze ha n’en deus great nemet va diskroc’henna ; hirr a oa va baro, mall he falc’hat, gwir eo ; met e c’heller va c’hredi, arok ma skubo d’in-me mui va reun, Nounik ar C’hamm a vezo deut keit-ha-keit e zivesker.

— Met, Mazo, n’out ket bet gwall-gignet, me gav eur pôtr brao ac’hanout. Ha neuze e aoten marteze n’eo ket lemm.

— Ya, evelse e lavar ; met, te oar, ar re a glemm diwarbenn o zraou, a dlefe klemm peurvuia diwar o fenn int-o-unan : ar micherour fall hepken a damall e venveg.

— Hag ouspenn, Nounik n’eo nemet eun hanter-barver, boutaouer eo e vicher genta, me gred.

— Ya, boutaouer, kent-se n’eo netra egiz barver : nan, nan, klask ober micher eun all a zo evel klask trempa soubenn en eur paner distradet. Nan, Nounik n’eo nemet eur… c’hac’h-mouden !

— Hem ! Hem…

— Gwasoc’h a zo.

— Me ouie mat, me.

— Va dioujod dirusket n’eo ket an dra-ze ar gwasa : emoun sac’het, pôtr, pladet, ya pladet egiz eur bugnezen…

— …egiz eur bugnezen…

Ya, egiz eur bugnezen, pladetoc’h hag a galz eget ar bugnezen genta a zo deut aman er vro gant tad koz Nounik…

— Klevet am eus, me gred, gwechall…

— O ! Gwechall, n’eus ket c’hoaz keit-all. Da neuze e oa nevez-deut e dud da zerc’hel unan eus ar c’henta eus an dousen hostaliriou a zo aman : en armeliou koz a oa deut ganto e oa deut ive o fugnez. — Sonj mat am eus o klevet eur yontr koz o konta e oa bet duze, eur zulvez, o c’hortoz ar gousperou ; koll a reas e bartiad c’hoari-c’hartou, rak e keit ma oa o c’hoari, e oa troet e spered gant loenedigou bihan, egiz c’houiled ruz, brao awalc’h da welet, hag a c’haloupe an eil warlerc’h egile, penn-da-benn gant dor ar gwele-kloz.

— Hop ! sell na pebeuz loened, eme ar yontr koz.

— Pebeuz loened ?

— Aze, ya, war doriou ar gwele-kloz.

— Hon leonedigou, dao, emaint adarre o vont da goll, ar re-ze : ne c’heller ket o diwall mat awalc’h, ha ya, poan hor beus ganto…

— Met peseurt vad a c’hellout ?…