yaouank en deus bet awalc’h evelse ; emoun pladet, a lavaran d’it, egiz eur bugnezen a ouenn pugnez Noun ar C’hamm : n’eus forz, c’houez fall a dlefen beza bet klevet diagent gant ar stal-ze : ne oa ket d’in lakat va fri en ti Krabenn.
Hep lavaret hirroc’h, Mazo ar C’here a zachas gantan e gilhou hirr etrezek e di, bec’h warnan abalamour d’e vazvalan torret, d’e frikou kollet. Ha neuze, duhont e wele moged korn butun Yan ar C’hloc’h o tostat. C’hoarzin a ree pôtr ar c’hleier, en eur zont etrezek ennon, hag e tiskoueze d’in ar C’here o pellât : anat a oa e ouie ar pez a oa c’hoarvezet.
— Eur friad, emezan, d’ar gwella bazvalan a ziwardro, ha, ha, ha ! gwir awalc’h eo, te oar :
« E pep bro ez eus kals a dud |
— N’eo ket brao, Yan, c’hoarzin goap d’e vignon ; ha d’am zro e lavaran d’it eo gwir ive :
« Gwelet a reomp an drein e lagad hon nesa, |
Setu aman daou archer o tigouezout war varc’h-houarn ; etrezek ar Gerviny e trec’hont ; unan anezo, eur c’hofek-teo, a anavezan a bell-zo, abaoue an dro ma oa tapet pa zonje lakat re-all er zac’h. Setu penos, primm ha berr :
Daou dieg Kerzaliou na oant ket bet morse evit en em ober etrezo. Saout unan a vije bet o laerez kôl egile, ha kezeg heman a vije bet e park melchen hennez ; hag an daou amezeg a vije dalc’hmat gwella hostizien barner ar peoc’h ; evel kustum n’eo ket ar barner a golle. Met peoc’h ebet morse etre en daou vaout bepred o klask an tu d’en em dourtal ; hag o daou, c’houi ’oar, e tourtent mat.
Koulskoude, ouspenn ma karent tourtal, eur garantez all a oa c’hoaz boutin etrezo hag a dlie lakat ar peoc’h da ren kenetrezo : klevit.
Gedon a oa war o douar, hag o daou e vezent o c’hadona pa veze brao an noz. N’eo ket red lavaret e ouient pelec’h e vije stignet lasou en eil hag egile : war-ze ’oant bet en em glevet betek ar bloavez-ze ma teuas ar zoubenn da drenka abalamour d’eur c’houlin, d’eur c’had, pe me oar, me. Ar pez a c’hoarvezas eo kement-man. Penndanvad a ziskuilhas d’an archerien e amezeg ar C’hornek a c’helljent naska e lec’h-ma-lec’h, deiz-ma-zeiz pe da vihana noz-ma-noz. Ha, d’an ampoent, an archerien a zigemeras eun tamm lizer digant ar C’hornek : deut disadorn da noz wardro parkeier Kerzaliou hag e pakoc’h Penndanvad o koulineta.
— Ha daou archer en hent da dremen an nozvez sadorn-ze war-lerc’h an daou dieg : war varc’h-kig pewar droad e oant neuze, ha neket war varc’h-houarn diou rod evel breman.
… Setu aman gwaremm Kerzaliou, tost da gêr ; hag, eur frapadig diouz an hent bras e stagont o c’hezeg ouz trojen eur wezen-bin… Eun tammig bale dre war-dro : n’emaint ket pell evit dizoloi eun hanter-dousenn lasou nevez-stignet. — Ac’hanta ! e c’hellit dont da zevel ho lasou, tourterien Kerzaliou ! … N’eus forz, n’eo ket re domm nozveziou dibenn miz here ; nemet ma ’z eo hirr ha chastreus gedal.
Ha, skoaset eharz ar c’hleun egiz m’emaint, hon daou « beg-ma-zôk »[1] na gredont ket zoken tana o c’herniel ; arabad sponta na gad
na gadonerien.
- ↑ Lezhano an archer e Kerne.