Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AL LAER A ZO LAER
————
IN’ouzoc’h ket piou eo Kolaïg Dorndu ? — Nann ?… Mat, pegwir n’ho peus ket klevet c’hoaz hano anezan, selaouit gant ho tiouskouarn hag e klevoc’h e zoareou bremaïk. Met peoc’h avat ! Peoc’h, pe ne lavarin ger !
- Ar re vouzar hag ar re zall
- A gaso kelou d’ar re all !
Emaoc’h o selaou ? Mat ! neuze e stagan da zibuna va c’hudenn.
Kolaïg Dorndu a zo eur c'houeriad diwar ar meaz, o chom en eur c’horn bennak eus ar C'hap, n’em eus ket sonj mat a-walc’h mui pe e parrez Goulien pe e hini Beuzek… An dra-ze ken nebeud n’eo ket kalz a dra. Eus hano e gear avat em eus