Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

mat da varc’hadour kezeg ?… Me a vo, klevout a rez ac'hanon, Janig, me a rank beza marc’hadour kezeg !

Setu penaos, pegwir en doa c’hoant ar mestr-skol, ez eo bet feurmet Kernez-Vihan d’eur merour ; Kolaïg evelkent a zalc’h gantan eur penn-ti hag ar marchosi.

Da genta, an traou a droas mat a-walc’h gant Kolaïg ; heman a oa deut da anaout eun niver a droiou kamm, o tarempredi ar foariou hag ar marc’hajou. Bez’ e veze dalc’hmat e Kemper, e Pont-’n-Abad, e koste Ploneour, er Pont, e Douarnenez, e Pouldahud… ha me ’oar-me e pelec’h e veze c’hoaz ?


II

Eun devez, tri pe bevar miz a zo abaoe, Kolaïg a yeas da foar Bloneour gant eur marc’h koz, kempennet gantan, skrifellet a-zoare, houarnet mat a-barz mont eus ar gear. Dres ! ar foar a yee mat-mat war ar c’hezeg, ha Kolaïg a bakas kant skoed evit e varc’h koz.

— Mat ! eme ar C’haper. Abret an deiz eo c’hoaz ; a-raok distrei d’ar gear, deomp d’ober eun droïg da varc’had ar zaoud !

Ma ’z ee ker ar c’hezeg, war ar zaoud e oa eun distaol souezus ; ne oa marc’hadour ebet, kouls lavaret, war-dro al loened-korn. Gouzout a rit, — pe ne rit ket, — e Ploneour e vez kalz geored (gevr) er foar ; hogen war ar geored ne oa ket eun distera klask.

— Mat ar stal ganeomp ! eme Kolaïg. Mar karfen prena