Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

evit ober gwelloc’h, e kemer peg en eur grampoezenn a-bez a-istribilh ouz e c’henou, hag e chach warni beteg ar penn dilosta, ar pez a lak ar baotred da c’hoarzin leun o beg.

— Petra 'zo, marmouzien ; hag o c’hoarzin d’in-me emaoc’h ?

Unan eus ar baotred, an tosta da Golaïg, a respont evit an holl :

— N’emaomp ket ’ta ; met eus penn all-tre ar C’hap e rankit beza ginidik a dra zur, va zonton, tostik d’an Enez Sun, pegwir en eur vont d’ar foar gant ho marc’h, n’ouzoc’h ket ar furnez da bignat war e gein !

Ar vandennad krennarded a c’hoarz o gwalc’h, ha Kolaïg a anzav outan e-unan n’eo ket brao deski furnez, dreist-holl digant bugale.

— Mar pignan war gein Laouig, emezan, petra ’rin eus va bida ?

Hep beza nec’het an distera :

— Petra ? eme ar paotrig, met staga ar bida ouz lost ar marc’h, hag e c’helloc’h da c'houde kaout ho taou zorn da zibri ho krampoez !

— Gwir a-walc’h eo ! eme Kolaïg Dorndu.

Hag e stag ar paour kêz gaor ouz lost ar marc’h hag e pign war gein Laouig, hag ez a etrezek Pouldahud, en eur zibri krampoez, e-pad ma c’hoarz muioc’h-mui paotred skol Poullan…


IV

Neuze ’ta, Kolaïg a gendalc’h da vont a-raok war gein Laouig, en eur chaokat gwasoc’h c’hoaz war e grampoez,