malisiet evel ma ’z eo ouz ar baotred vihan. Digouezout a ra evel-se gant koajou Maner Stank. Aman ez eus eur gwall-zoubenn da gaout. A drenv ar c’hleun, skoaset e-mesk an trojennou lann hir, eun den, — eul lampoun bennak eus kear, sur a-walc’h, — a zo, evel pa lavarfed, o c’hortoz eun dra bennak ; tres paour a zo warnan, eun tres ken divalo hag eul laer ma ’z eo.
Skuizet o c’hedal en aner eur C’haper droch bennak da vont da foar Bouldahud, al laer a zo o vont d’en em denna kuit, pa glev eur c’hloc’hig o son : Bin, de ri din bin baon !… Hag al laer da zevel e benn, ha gwelet Kolaïg o tiskoasa er c’horn tro, eur gaor ouz lost e varc’h, rak kloc’hig gaor Kolaïg eo a ziridign kemend-all !…
Eur wech m’eo tremenet Kolaïg e-biou gant e loened, setu al laer da lammat didrouzik war an hent ha da redek war- lerc’h, divoutou, evit laerez ar c’haor, ha pa na ve ken.
Met penaos ober an taol hep rei netra da c’houzout d'ar perc’henn ?… Al laer a droc’h, da genta, ar c’hloc’hig diouz gouzoug ar bida hag a stag anezan a-nevez ouz lost ar marc’h ; ha goude, o veza troc’het kordenn ar bida, e kas al loen paour gantan er-meaz an hent, en eur waremm e-lec’h ma kuz anezan e-touez eur stropad strouez.
— Mat ! eme al laer, kement-se deut eo atao : ar bida am eus paket diwar ar C’haper sod-ze ; an dra-ze a zesko d’ezan eur wech all staga geored ouz lost e ronsed da vont d’ar foar. Met… met… eur marc’h mat a zo gantan… ha pegwir e lavarer : al laer a zo laer… red eo d’in kaout ar marc’h pe netra…