Hag al laer, a-dreuz ar parkeier, da blanta tiz ha da c’haloupat evit troc’ha a-raok ar C'haper. Er c’heit amzer-man, Kolaïg a zo ken dinec’h ha tra, dre ma klev atao ar c’hloc’hig bihan o tiridigna d’e heul, hag e holl zonj a zo, me ’gred, gant ar bempved krampoezenn ema breman o chaokat warni. Petra ’fell d’eoc’h ? Eun tammig goust a zo deut d’ezan oc’h ober hent, hag e chaok, hag e lonk, hag e tebr a galon vat.
Setu Kolaïg, digouezet e-kenver Lenn-Avoa, o welet, en eun taol, eun den o tont en eur c’hoarzin a-benn ennan. Kolaïg, en eur welet anezan o c’hoarzin, a c’hoarz eveltan hag a c’houlenn digantan :
— Plijadur ho peus, va den, pegwir emaoc’h ken laouen hag all ?
— Ya sur, eme egile, pell zo n’em eus ket bet kement a c’houst da c’hoarzin.
— Neuze ’ta ? N’eo ket goulenn diganeoc’h a ran, met perak, mar plij, ho peus goust hizio da c’hoarzin ?
— Perak ?… C'hoarzin a rankan o welet e teu bemdez giziou nevez e-barz ar vro.
— Ya ?… N'em eus ket klevet ger.
— E-pad an hanv, ne weler mui na marc’h nag azen rouz ebet anez ma vefe war glipenn e benn, resped d’eoc’h, eun tok plouz pe eun tok brouenn !
— N’eo ket difennet ; hag al loened, me ’gred, a blij d’ezo an disheol hag ar zenadurez, kement ha d’an dud.
— Mat, evit beza a-du ganeoc’h, e lavarin ec’h intentan