eun draïg bennak er c’hiz nevez-ze. Met giziou all a zo o tont, war ar pez a welan, ha n’ ec’h intentan netra enno. Lavarit d’in, mar plij, perak e stager breman kleier bihan ouz lost ar c’hezeg ?
— Petra ? Ar c’hiz-ze a zo o tont breman ? eme Kolaïg, sabatuet krenn.
— N’ema-hi ket mui da zont ; deut eo, pegwir ho marc’h-c’houi zoken a zo o son e gloc’h aze gwasoc’h eget kloc’her Treboul.
Hag evit gwir ar marc’h Laouig a strilh e lost gant nerz, hag ar c’hloc’h a zon ; met hor C’haper ne ra van ebet o sonjal eo e c’haor an hini a ra trouz.
— Va marc’h deut da gloc’her ? eme Kolaïg o tistrei e benn da zellet…
Neuze ar paour kêz Kaper a wel n’ema ket mui ar c’haor da heul.
— Daonet ! emezan d’egile, va gaor a zo chomet dre an hent ; distaget eo diouz lost ar marc’h, nemet m’he deus lezet he c’hloc’hig war he lerc’h… Ah ! tamm bida gornek, red eo d’in mont war e lerc’h… Sell ’ta, va den, ma n’eus ket re a brez warnoc’h, e c’hellfec’h marteze chom aman eur pennadig amzer gant Laouig, e-pad ma ’z in da welet ha kaout a rin Bouchig ?
— Gellout a-walc’h a rafen chom eur pennadig, e-giz ma lavarit.
Ha setu Kolaïg buan war e giz da glask e vida ; hag al laer, o veza chomet eno, evel m’en doa roet e c’her, eur pennadig gant Laouig, a lamm war gein heman, ha pidadap ! ez a da guzal anezan e-barz koajou Kerbeoc’h !…