Eun ugent kammed bennak kent digouezout gant an hostaliri ema ar puns ; ar re a zo bet du-hont eur wech bennak o tanva ar jistr, a oar mat kement-se. Hag en eur zellet a-drenv e gein, al laer a wel piou ? Ya, piou a gav d’eoc’h ? Ar C’haper o tont, izel e benn hag e glipenn !… Petra d’ober ? Al laer n’ema ket pell nag o klask nag o kaout ; mont a ra d’ar puns, tenna e chupenn, frota eun tammig pri ouz e veg hag e vleo, ha bec’h da denna dour buana ma oar ober…
Ar C’haper a zigouez :
— N’ho peus ket gwelet eur marc’h hag eun den o tremen aze ?
— Petra ? eun den hag eur marc’h ? Ah ! me ’zo jalet, sur breman, gant tud ha kezeg, mar goufec’h pegement ! Ah ! Aotrou Doue !…
— Petra, da vihana, a c’hoarvez ganeoc’h ? C'houi a zeblant nec’hetoc’h egedon-me, ha me kollet ganin eur marc’h hag eur bida…
— Bida, te da-unan, Kaper droch ! eur stal gaer c’hoaz. Koll eur bida hag eur marc’h blevennek koz bennak. E-skoaz d’in-me ! Ah ! ya, Aotrou Doue, Doue !…
— Petra 'c'hoarvez ’ta ganeoc’h ?
— Sellit ! ne welit ket aze eur maner en tu all, e kichen kroazhent Kerroue ? Ma ! me ’zo o tont alese, bet o kerc’hat dek mil skoed d’am mestr. Pa ’z oun deut aman, sec’hed d’in, ez oun en em lakeat da denna eur zailhad dour. Ha, n’ouzoun dare penaos, red eo lavaret em befe stoket enni gant va dorn pe gant penn va ilin, ar voest, a oa va dek mil skoed enni, a zo ruilhet e strad ar puns !…
— Dek mil skoed ! eme Kolaïg, met, va den, e-lec’h tenna