gwin-ardant, pell ac’hano, ha ne daole ket an hini melen dindan e voutou, nag e-barz kennebeut !…
A-raok mont war-lerc’h al laer, gwelomp, da genta-penn, penaos ema ar bed gant Kolaïg e strad e buns.
Kolaïg Dorndu, o veza klasket mat ha piz ar c’hefig aour hag o veza ne gav netra nemet eun tok divalo hag eur c’hoz chupenn truilhennek, a ra e zonj da zout er-meaz.
— Sach war ar gordenn ! emezan.
Den ebet ! Netra ! Ar gordenn zoken, ne wel ken anezi !
— Frap ac’hanon el laez !
Boud ! Netra morse !
— Aman eo yen !
Den ne lavar grik !
Hag ar C'haper a ziskenn neuze ennan e-unan :
— Daoust, emezan, ha me a ranko chom aman ?… Me ’gred ez oun bet devet gant an tres-laer-ze, henvel-mil ouz an hini eo eat Laouig gantan… N'eo ket hep gwir, me ’gred, e lavare d’in Janig diwall diouz al laer. An holl a c’hell beza flemmet ; c’hoarvezet a zo ganin evel gant an advokad Alanig al Louarn ; « n’eus den fin n’en deus e goulz ». Abaoe ar mintin-man, ped gwech n’oun ket bet laeret ?… Oh ! ya, Janig, gwelloc’h e vije bet d’in diwall… keuz am eus !
Keuz war-lerc’h !…
Eun heur pe ziou goude, Mari Burel, deut ezomm d’ezi a zour, — da lakaat en he gwin, sur a-walc’h ! — a zigouezas e-tal he funs : o klevout trouz e-barz, e c’halvas holl dud an Toull-Drez…