Dizale Kolaïg Dorndu, tennet er-meaz ganto, a lavar d’ezo petra ’zo c’hoarvezet gantan ; eun tamm dilhad koz bennak a zo klasket da lakaat en-dro d’ezan.
— Ne dalv ket ar boan d’in, eme Kolaïg, mont war-lerc’h an hini en deus kaset gantan Bouchig, Laouig ha va dilhad ! Trugarez d’eoc’h ha mil bennoz Doue, ha kenavo !
Hag hor C'haper, d’ar gear war e droad. An abardaez-ze, pa glevas an traou, Janig ar Gapenn a zemplas…
— Breman Kolaïg Dorndu a zo deut da labourer-douar en desped d’e vestr-skol !… Beza flemmet a ra vad a-wechou !
Hag al laer ? a c’houlennoc’h diganin. Setu aman petra eo deut da veza. Gwerza a reas e Pouldahud gaor ha marc’h Kolaïg, ha gwerza mat zoken, en hevelep doare m’en em gavas pinvidik en eun taol. E arc’hant ne chomas ket pell gantan ; bleud an diaoul a dro e brenn, gouzout a rit. Al laer, — eur rouller e oa, sonj ho peus, — en em vezvas en eun hostaliri e-lec’h ma voe sammet e yalc’h diouz e c’hodell, e-pad ma tistage eur gwall-bennad kousked… Da zerr-noz, an hostiz a zihunas ar mezvier hag a blantas anezan er-meaz eus e di.
— Breman eo red mont en eun tu bennak koulskoude ! eme al laer hanter-gousket c’hoaz.
O veza baleet eur pennadig, e tigouezas e Meill-Kervern.