— Aman, emezan, n’eo ket prennet morse dor ar marchosi ; deomp e-barz !
Dres ! er marchosi e oa eun disparti goullo, leun a blouz fresk ; ne oa nemet gourveza e-barz. N'oa ket tenn an dra-ze. d’ober, hag al laer, pounner e benn, en em roas da gousket adarre !…
War greiz an noz, e tihunas ; an tan a oa en e c’hourlanchenn, sec’hed en doa, spontus !… Eur bann loar, o skedi er marchosi, a roas d’ezan da welet eur mell podez war ar prenestr dirazan, hag hen mont da welet.
— Leun eo a leaz ! emezan.
Hag e stagas e benn da eva. Siouaz ! n’eo ket leaz e oa, met dour-raz evit gwenna ar marchosi !… Al laer a zihunas mat neuze ; mont a reas er-meaz, da ruilha er park tosta ; e vouzellou a zeve en e greiz, teurlonka, dislonka a ree… Koulskoude ne varvas ket, met ober a reas diou sonj avat, ha, diwar an dro-ze, o tilezas ar vicher a laer a-grenn.
Mont a reas d’ar C’hap da glask labour, hag e ti piou, e kav d'eoc’h, e oa digemeret ?… E Kernez-Vihan, e ti Kolaïg Dorndu !… Met evit digoll e vestr nevez, ar mevel a boanias start e-pad daou vloaz, hep kemer eul liard koumanant…
Hirio Kolaïg hag al laer a zo daou vignon bras hag o mignoniach a bado…
Kenavo, lennerien, ha, ma tigouez d’eoc’h eur wech bennak mont d’ar foar da werza kezeg ha geored, difiziet diouz an daouarn-krap, rak, gwelet ho peus dre skouer Kolaïg Dorndu : « Al laer a zo laer ! »