Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PARE D’AR RE VOUZAR !
————


Tri bloaz a oa bet, d’an Nedelek, abaoe ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They. Ya, tri bloavez dioc’htu-dioc’htu, ha bouzar me ’lavar d’eoc’h, bouzar dioc’h an daou du. Ha c’hoaz, hep d’ezan gouzout doare penaos : nijet e oa ar c’hlevout diouz e ziouskouarn hep lavaret da belec’h ez ee na netra, e-giz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoaz evel ma tec’h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc’h ober e dro en eun tiegez bennak. Bouzar, hep doueti penaos na perak, ma n’eo ket eun druez, Aotrou Doue ! Red eo lavaret, emichans : eur barrad avel fall en doa kavet e du da vont en e ziouskouarn, ha ne c’helle ken dont a-benn da gaout an hent da zont er-meaz diouto ; hag e chome, al loen fall anezan, da c’hoari trei-distrei, da gantreal e-barz penn Noun al Ludueg, e-giz eul logodenn o firbouchat a-raok mervel en eun trap-logod.

Koulskoude an droug n’oa ket bet ken gwaz adalek an deiz kenta, nann ! Met petra ’verne kement-se, pegwir en em astenne ar c’hlenved a vloaz da vloaz, siouaz d’ar paour kêz Noun al Ludueg. Rak en em astenn a ree, ha Soaz Gamm a ouie mad ez ee diouskouarn he gwaz war izelaat.

Er bloaz kenta, Noun a gleve c’hoaz trouz gant ar peziou dek gwennek a leze Soaz da goueza a-drenv e gein ; e-pad an