Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/123

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

c’houezenn warnan ken ma zave ar moged dioutan, oh ! burzud ! Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They, a gleve kouls pe welloc’h eget biskoaz !

— Aotrou sant They benniget, emezan, eat eo ar bouzar diouzin !

— Da zorc’hennou da vihana n’int ket eat kuit ! eme Soaz Gamm, diskredik an tamm anezi..

Met gwir edo, hag an hini goz a rankas kredi, rak he Noun al Ludueg a gleve trouz o koueza gant ar peziou ugent real, eiz real, dek gwenneg, ha daou liard toull zoken, — rak d’an amzer-ze e oa c’hoaz peziou, e-lec’h hor paperiou a-vreman.

Hopal a ree gwasoc’h eget eun diskiant :

— Gwelleat oun, Aotrou sant They, gwelleat oun ! Emaoun pare, ha va gwezenn kerez eo he deus great ar burzud !

— A gav d’it ? eme Soaz Gamm.

— Ya, ya, va gwezenn kerez, ha piou ken nemeti, mar plij ? Pebez louzaouer am eus aze !… Ah ! va diouskouarn, siouaz d’eoc’h ! pell zo e vijec’h bet pareet, m’am bije gouezet e oa a-walc’h kaout eul lamm diouz va gwezenn kerez !

Ar vrud, ar wreg divalo-ze, kant genou d’ezi, a skignas buan ar c’helou tro-var-dro, hag hep dale eun engroez a dud a ziredas betek Sant-They da welet gwezenn-kerez ar boutaouer. Doareou ar burzud a oa zoken moulet war ar c’hazetennou, ha lod a lavar e tennas ar mestr-skol poltred ar wezenn : me n’ouzoun ket, me ! Ar pez a ouzoun evit gwir eo e oa dre ar vro neuze eur Saoz droch bennak hag a ginnigas mil lur eus ar wezenn. Noun a felle d’ezan kaout pemp kant skoed, met ar Saoz ne fellas ket d’ezan o rei : ne oa ket c’hoaz droch a-walc’h !

Neuze eur zonj dispar a zidenvas e spered Noun al Ludueg :