— Soaz, emezan d’e hini-gamm, hor gwezenn-kerez a dalv eur binvidigez. Sonj nag a dud bouzar a zo aman dre ar vro. Ma ! Evit parea n’o deus nemet koueza eveldon-me diwar hor gwezenn-kerez. Te ’welo, dastum a rimp leve, ha, pa na rofe pep bouzar d’eomp nemet pevar real, ne gousto ket c’hoaz re ger d’ezan parea.
D’ar zul war-lerc’h, Soaz Gamm a roas pemp gwenneg da Ber ar C’hloc’her evit embann diwar ar Groaz, goude an oferennou, « e c’helle ar re vouzar, gant ma paefent pevar real, mont da barea diwar gwezenn-kerez Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They ».
Ha goude ar gousperou, meur a hini a oa digouezet da glask ar pare digant ar wezenn burzudus. Bez’ e oa eno Yann Dreboul, unan teo ha kofek etre bras ha bihan : e-giz kanolier war vor en doa great e amzer-servij, ha trouz-kurun an tennou kanol o krozal en doa e vouzaret krak. Hag abaoe e oa deut da zerc’hel hostaliri an Tri-Lounk, tost d’an Ankou. Hen ivez en dije karet gwellaat, rak an hanter eus an amzer ne gleve ket petra ’felle d’e everien kaout.
— Ac’hanta ! Yann Dreboul, a c’houlennas Noun digantan diou pe deir gwech, pignat a rez war ar wezenn ?
— Re a boan am befe, rak re a bouez a zo ennon ; arabad d’eoc’h koulskoude kredi em befe aon da goueza en traon ; nann ! met a-raok klask netra, red eo d’in moanaat eun tammig ; ha goude-ze ni a welo.
Unan bouzar all oa e hano Tin ar C'hozdanvad, ginidik eus ar C’hap-Sizun, du-hont pell.
— Me ’zo o vont da bignat, emezan da Nounig ; met easoc’h