Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ha ne zigoueze er gear nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houman, Soazig, a yee he amzer ganti da zoursial ouz he bioc’h, da gempenn he zammig tiegez, ha da benselia, da dapouna dilhajou ha kreziou.

Pep-hini anezo en em emelle eus e draou, hag evel-se ne veze ket reuz ganto. Eun draïg o doa divizet kenetrezo pa oant dimezet : penaos pep-hini d’e dro a rankje gwalc’hi ar skudellou goude koan. Kement-se a oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet diou skudell da deurel eur banneig dour a-dreisto. N’eus forz, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-ze a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, eur zadornvez da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha leaz-mesk fresk o tont diouz ar ribod. Ma ! goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakeas eun tammig tan war e gorn-butun da vogedi toullou e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober eur vrochennad stamm bennak. Hogen e-pad ar c’houlz-ze, dilerc’h koan a chome war an daol : ar jidhouarn, eun tammig yod c’hoaz en he strad ha krestenn ouz he c’hantennou, ar skudilli, al loaiou. Met hep dale mouez Paskolig a zavas rustoc’h eget m’edo boazet.

— Poent eo dic’huba an daol, tanfoultr ! emezan.

— Piou a zo o c’hortoz ? a respontas Soazig.

— Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch-skaota, ha didrouz !

— N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h ’oa bet da goan avalou-douar en o c’hroc’hen ?

— Foei ! Me ne ran forz gant kement-se, na gant patatez, na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has ar stalikerez, sonj am eus re vat !