a-walc’h, rak divemor e teuan da veza a-raok an oad, — a buntas da genta war an nor ; hag e-giz ne responte mouez ebet a-ziabarz an ti :
— Divarc’homp an nor, eme Kolaïg Muzelleg, ha deomp e-barz da welet !
— Nann, nann, kant gwech nann, eme Gaïdou ar Gapen, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barz !
Ouz he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-all, eur skrifelleg uhel war e zivesker, a zavas e c’har gleiz hag a daoliou boutez a vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yann Cheulk, daou viliner-brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarz.
Ken buan al lochennig a oa leun-tenn a dud. En em gaout a ree eno, ouspenn eget ar re am eus hanvet, Lan Gabouig ha Lommig C’hoarzato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar, gant e ziou verc’h, Chê ha Moumoutig, kazel ouz kazel ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar, me, piou a oa c’hoaz !
Ha petra ’gav d’eoc’h e weljont e-barz an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouz ar speurenn, ha Paskolig e benn gantan skoachet mat dindan al linser.
— Petra, maro int ? eme Lommig C'hoarzato.
Paskolig a ziskuzas e benn a-zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas he zellou du.
— Beo int c’hoaz, eme an holl, rak finval a reont. Jakez Tort, kemener-laer an Ti-all, a zavas e vouez :
— Ac’hanta ! melc’houed-krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoaz didoulla alese ? Respontit d’eomp, n’ho peus ket mez chom keit-all amzer da skuiza en ho kourvez ?… Sator-