dallik ha pluskdero ! Lavarit d’eomp eun hanter-ger bennak, e-lec’h diskorbella ken spontus ho taoulagad, e-giz pa vefec’h o klask lonka kement-hini ’zo ac’hanomp, an eil war-lerc’h egile !…
E-barz ar gwele-kloz, hini ebet ne zizerras e rann.
— Bi… bi… biskoaz ke… kemend-all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a zaoznege eun distera. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c'hoarvez ganto ?
Chê, merc’h an aotrou C'houezfal, a ziskordas da c’hoarzin, ken na dregernas ganti skudilli, loaiou ha jidhouarn war an daol.
— N’eo ket souez, emezi etre daou bennad c’hoarz, poan-gof o deus o veza debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol.
An holl a c’hoarzas d’he heul, met Paskolig ne reas ezvan ebet evit-se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl.
— Ar re-man a zo mud, kollet ar c’homz ganto ; piou ’oar, marteze ez eus eun dra bennak aze dindan. Daoust ha na vefe ket Paol gornek, Paolig lost-hir, o c’hoari e baotr war an daou-man ? Eo, sur a-walc’h, rak sellit pebez tres divalo ’zo gwisket warno !…
Hag en eur zonjal kement-se, ar wazed a chome nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet-holl a lakee sin ar groaz en o c’herc’hen buan ha buan.
— Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’hat ar beleg d’eoc’h ? a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud.
Paskolig ha Soazig a zellas an eil ouz egile, met ger ebet ne gavas an hent da zont diwar o muzellou.