Hag an aon hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedou a grene e-giz eur bern deliou sec’h ; ha Jakez Tort, kemener-laer au Ti-all, ar skrifelleg hir e zivesker, a dennas boutou ha lêrou evit redek da glask ar beleg…
Ne voe ket pell gant e dro.
— Peoc’h d’an ti-man ! eme an aotrou person, en eur zigouezout ; bennoz Doue d’ar re veo, ha repoz vat d’ar re varo !
Hag e tosteas ouz ar gwele.
— Penaos, va mignoned, ar fall a zo kouezet a-dreuz war ho korre ?
Er gwele-kloz grik ebet morse ! Met Gaïdou en em gargas da respont :
— Nann ! aotrou person ; ne gomzont mui… an diaoul ’zo warno !…
An aotrou person a arvestas piz outo.
— Ya, emezan. Eun diaoul en deus great en o c’hreiz e labour divalo… an diaoul mud. Ma ! evit kaout o yec’hed en-dro, mat e vefe kinnig eun draïg bennak d’ar zant ha d’hon iliz : eur lur amann, pe gentoc’h diou, hag eur c’hrez dilhad !…
Diou verc’h an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar a furchas a-zevri an arbeliou. Paskolig a zelle outo gant poan, e-giz eur c’hlanvour toc’hor c’hoant d’ezan da gomz hep gellout lavaret an distera ger ; Soazig, en he c’hoaze, a groane he gwalc'h, hag he zellou du a bare war an diou furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanou furch-difurch en arbel leaz.
— Setu aze, aotrou person, ne gavan ket eur begad amann en ti ; met eun dousennig viou am eus dineizet, ha m’ho pefe ar vadelez da ginnig aneze d’ar zant da c’houlenn digantan