hag he ibilhou goloet a lien. Ar vilin n’ez ee ket en-dro d’an ampoent, hag he bannou a chome e kroaz.
— Biskoaz kemend-all ! eme Gwennole, petra eo an istrogell-ze ?… Ah ! e pelec’h e oa va zammig spered ganin ? Sonj am eus breman, war an douar-bras e kaver kalz a groaziou; sur a-walc’h hounnez a zo unan anezo… Me ho salud, Kroaz va Zalver !…
Hag ar C'haper o vont war benn e zaoulin da ober eur pennadig pedenn, rak eun den a feiz beo a oa, daoust d’ezan beza hir e ziouskouarn !…
War-dro ar c’hreisteiz, Gwennole a zigouezas e Kemper. Kristenien, nag hen a zigoras du-ze frank e c’henou e kear sant Korantin ! Da genta tra, e reas an dro da blasenn al loened-korn.
— Nag a zaoud ! emezan, souezet a-grenn. Nag a zaoud, paotred paour ! Saoud-leueou, saoud-leaz ! Ah ! pa zonjan, ni, du-man en Enez Sizun, n’eus nemet diou vioc’h ganeomp : unan d’an aotrou person, hag eben d’an aotrou mear. Gwir eo ivez, du-man n'eo nag hir na druz ar peuri ganeomp.
Hag hen pelloc’h da gaout ar c’holeou bras hag an ejenned lard-toaz.
— Aotrou Doue, eme hor C'haper, biskoaz em buhez ne welis loened par d’ar re-ze ! End-eün, tud a rank beza o veva war an douar-bras koulskoude, pegwir an holl loened-ze a zo da veza gwerzet, lazet ha debret beteg an hini diveza. Oh ! ya, nag ar bed a zo brasoc’h eget an Enez Sizun ! Ouspenn kant gwech marteze !
Hag ar C'haper o vont ac’hano da ober eur bale betek marc’had ar c’hezeg. Souezet-maro, sabatuet-net, sebezet-holl,