gaer en enor da zant Korantin ; met perak an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an dôenn ? Gwelloc’h e vije kas unan eus ar re-ze d’an Enez Sizun du-man, nemet an dra-ze ne blijfe ket a-dreist da zant Korantin. N’eus forz, mont a ran atao e-barz da lavaret va fater,
Echu e bedenn gantan, Gwennole a deuas war blasenn an iliz da zellet ouz ar staliou-mezer, ouz marc’hadourien priachou Lok-Maria.
E oa war-bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas eun den o werza sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traou e-giz-se.
— Petra ’werzit aze ? emezan d’ar marc’hadour.
Heman a gredas e oa oc’h ober ar zod anezan hag a respontas ken buan hag hep c’hoarzin :
— Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourez mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar viou kezeg.
— Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; viou kezeg eo ar re-ze ? Feiz d’am Doue, biskoaz em buhez ne welis viou par d’ar viou-ze ! Ah ! petra ’zonjan-me ? Neuze, mar prenan eur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout eur marc’h bihan diwarnan ?
— Ya, eur marc’h pe eur gazeg vihan, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini ; met unan a zaou, netra suroc’h na sklêroc’h.
Ha Gwennole Mellfaout, leun e benn a hunvreou, a chomas eur frapadig da zonjal.
— Viou evel-se a zo ker, n’int ket ? emezan.
— Nann, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war greiz ar foar ez eant betek pemzek, c’houezek real an tamm.