Breman ar re vrasa ’zo eat er-meaz ; koulskoude setu aman unanik brao. Mat ! klaskit ho pez skoed, skoït aze hag e vezo d’eoc’h !
— Eur pez skoed n’eo ken ? eme Gwennole ; peadra ’zo ganin neuze c’hoaz. Va yalc’h n’eo ket eus ar reuta, koulskoude trizek real, daou wenneg ha tri liard a zo enni.
Hag e paeas, hag e skoulmas e vi kazeg en e vouchouer-fri, ha yao etrezek Douarnenez da glask e vag da zistrei d’an Enez Sizun, laouen an tamm anezan, me ’gav d’in, laouen o veza bet amziod, furzod a-walc’h da brena eur skoed eur c’hoz sitrouilhezenn.
Gwennole Mellfaout, dre ma vuzule hent, a zonje ennan e-unan :
— Va gwreg a zifenne ouzin dont da foar Hanter-Ebrel, an arzodez ’zo anezi. Met pa welo ar vi kazeg !… Ah ! pa zonjan c’hoaz, me a gaso d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vo bet morse enni. Hiviziken me a vo prijet gant an dud du-man, ha piou ’oar ? Evidon-me ne lavaran ket nann, marteze a-benn an taol kenta, e vezin hanvet da vear e-lec’h Tonton François hag a zo deut da veza bouzar eun tammig mat zoken… Evit gwir, me n’oun ket eun diod, eun azen, e-giz m’o deus c’hoant hiniennou da gredi, da lavaret zoken, ha va gwreg da genta.
Ha Gwennole a yee gant e hent, sounn ha sart : ne oa ket mestr d’e blijadur, d’e levenez, dre ma sonje e vije, hep dale re bell, mear en e barrez. Ha penaos ’ta ne vije ket mear ? Gwir eo ne ouie na skriva na lenn nemet war eun tamm bara hag eur grampoezenn ; met ahendall, daoust ha n’eo ket hen en dije an enor da gas d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg