forc’h houarn, a zeuas da gaout egile e-tal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont en-dro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn.
— Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me ’zo skuiz-maro er skolaj ; n’eo ket eur vuhez eo houman. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza paotr-saoud, rak hennez, ar paotr-saoud,
- Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
- Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
- Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
- Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
- Ar gentel-ze avat a dalv kalz a re all !
E-lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ?
Petra ’zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?…
— Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mat ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met
- Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ?
Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e