gwelet o doa o tremen, war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, ar c’hi Loull ganto, kaset war o lerc’h a dra zur, ha karget d’o distrei war o c’hiz. Hep muioc’h a drouz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buan ha buan o kemeret hent Poullan.
An oferenn-vintin a echue er vourc’hadenn-man pa zigouezjont. War ar blasenn, eur vaouez war an oad a youc’he a-bouez penn :
— Pesked fresk! brilli! emaint o vont!… emaint o vont!…
— Ah ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? eme Lanig.
— Da veza gwerzet, va niz !… Brilli ! Dek gwenneg an dousenn, marc’had-mat ! Brilli ! Brilli !
— Ma ! ar pez a chom a vo d'in, eme Lanig en eur dostaat. Renkit an diou zousenn-ze d’in e-touez ar raden a zo e strad ho paner !… Mat ! va moereb koz, mat pell zo ! Ha brema, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet d’eoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotrou person.
Ha Lanig kas an hini goz d’ar sakristiri, goude beza roet e besked da Laouig, bec’h d’ezan en em ziwall da c’hoarzin.
Goude e oferenn, an aotrou person a zo o kovez ; ar c’hloc’her a zo eat da glask penn eus e lein. An hini goz a chom er sakristiri goullo, e-pad ma 'z a Lanig da skei war gador-govez an aotrou person :
— Aotrou, mar plijfe ganeoc'h dont d’ho sakristiri da govez va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell amzer ’zo n’eo ket bet va moereb o kovez : eur zac’hadig a dle kaout en dro-man !