Ha Lanig er-meaz eus an iliz, buana ma c’helle, hag an aotrou person war-eün d’ar sakristiri :
— En em lakit war ho taoulin, emezan krenv d’ar vaouez, ma welimp.
— War va daoulin, eme houman ; n’eo ket red emichans ?
— Eo, war ho taoulin… Gwir a-walc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouz ma welan, dizonjet ho peus…
— Va niz, eun niz yaouank d'in-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se… ha penaos neuze em bije bet eun niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vreman o deus desket lavaret gevier ?
Koulskoude plega a reas eun nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn dioc’htu :
— Ha breman ?…
— Breman ?… Grit sin ar Groaz ha livirit : « Ho pennoz d’in, va zad… »
— Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim, ruz-glaou gant he imor. A-walc’h a vennoziou evit an taol-man, paeet d’in va fesked da genta a-raok ober d’in kovez. Pevar real d’in ! pe me…
— Pevar real, rei pevar real d’eoc’h ’vit pesked ?…
— Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat…
… An aotrou person eo a baeas pesked Lanig, met ar vaouez koz ne reas ket muioc’h a gofesioñ evit-se.
E-pad ar c’hoari gaer-ze a oa er sakristiri, hon daou gomper a errue da neuze e Douarnenez. Lanig dioc’htu en eun ti, ha Laouig war e lerc’h. Eur plac’h, eur penn skanv a blac’h hervez an doare anezi, o digemeras, hag o c’hasas da zibri en eur gambr war laez.