Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Deomp d’ar gear da genta-penn, evit distrei goude-ze da Germoal, rak gwelloc’h merouri eo Kermoal eget Kerdrizek, da vihana evit kaout jistr, rak evit ar pastur hag an ed ne lavaran ket, feiz, nann !… Huo ! huo ’ta ! Bailh, petra ’zonjez, paour kêz dall, ha ne welez ket emaout o vont da doulbenna e-barz ar foz ? Ac’hanta ! Bailh droch, deomp gwelloc’hik ganti. Arabad kousket a-hed an hent bras, pegwir, gouzout a rez, e rank da vestr mont en abardaez-man betek Kermoal evit tanva ha dibab eur varrikennad jistr, jistr eus ar gwella, evit an aotrou mear. Sou ! Bailh dall ! Sou ’ta !…

Pa zigouezas Herve Stroalleg e Kermoal, e oa tostoc’h da bemp eget da beder heur. Mamm ar merour du-ze, Katellig Fri-butun, a oa da vat oc’h ober tan dindan eur pod-houarnad patatez plusk hag all ; hag e-barz kougn al ludu, dindan an anduilhenned, ar eontr koz, bouzar hag hanter-zall, relegou amzer ar Chouanted, a jache war e gorn-butun berr ar muia ma c’helle, ar moged o tua e fri d’ezan.

— Eman koan war an tan ?… Hag ar jistr ? Pe vlaz a zo gantan ? a c’houlennas Herve, en eur zont en ti.

Ar eontr ne finvas ket ; e gorn ne ehanas tamm da zislonka bouilhou-moged.

Katellig, war he daoulin e-tal an oaled, ne ehanas ket ivez kennebeut da renka trojennou kaol sec’h en-dro d’he fod-houarn.

— Ah ! emezi, va mab, evit lod eus e C’houel-Mikêl, en deus lakeat a gostez evidoc’h eur varrikennad jistr bennak,