evel kustum. Du-ze emaint, e-barz an ti-koz en tu all d’al leur… Daou seurt a zo eus ar jistr, c’houi ’welo.
— Pehini eo ar gwella ? a c’houlennas c’hoaz Herve, en eur gemeret alc’houez an ti-koz.
— Feiz d’am Doue ! eme an hini goz Fri-butun, diês a-walc’h eo gouzout. Tanvaït da genta, ha grit ho tibab goude-ze !
— Mat ! mat ! Hag e rin ! eme Herve, en eur dreuzi al leur.
E-barz an ti-koz, e wel diou varrikennad tennet a gostez. N’eus ket da fazia : ar re-ze eo e re. Tapout a ra krog er skudell diwar eur skabell gamm, ha, war bennou e zaoulin etre an diou varrikenn, e tiskenn eur skudelladig eus an hini genta. N’eman ket seizdaletoc’h evit eva, en eur pennad, beteg ar berad diveza en doa tennet. E zorn a dremen mont-dont war e gof ; e deod a dro en e c’henou, hag a deu war e vuzellou da bourmen. Komz a ra outan e-unan :
— Mat ! mat eo ! Pod an dïenn !
Hag eur pennadig e chom da zonjal, evit rei amzer d’ar jistr da ziskenn gant e hent.
— Jistr sec’h eo hennez ; skraba ’ra an diabarz, ha, dre ma kosaio, e teuio da veza sklêr, tostik e-giz dour-red. Jistr eus ar c’henta evit dibri, mat da zikour an den da gaout naon… Paotred diwar ar meaz a c’hell en em ober dioutan, met paotred kear, liou krampoez Kemper war o beg, pa vo lonket eur picherad ganto eus an evach-ze, ah ! malloz-ruz ! setu neuze koz tudigou hag a vranskedilho war o divesker !