Evidon-me, ar jistr sec’h a zo trec’h d’ar jistr dous. Koulskoude marteze e klevin trouz ha rebechou. Alïes da welet an aotrou mear e teu genaoueien eus Pariz, Gallaoued begou-fall !… Ha, pa na vezer ket boazet outan, ar jistr sec’h a gaver blaz c’houero d’ezan ; e lec’h ar jistr dous a ra e-giz allazig d’ar stomok…
Hag ar paour kêz Herve Stroalleg a gendalc’h da danva an daou seurt jistr, hag int, o daou, mat-dreist.
— Satordallik ! Biskoaz kemend-all !
— Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Herve ?
Ar merour, Gwilhou Tortig-Kamm, an hini a zo distroet d’ar gear diouz ar park gant e gezeg, hag a zo deut da gaout ar « mestr ».
— Te ’zo aze ? Hag ar yec’hed, niz Gwilhou ?
— Mont a reomp en-dro ganti e-giz diagent.
— Digouezet mat out, Gwilhou : oc’h ober eun dibab jistr emaoun evit Ludueg, hon aotrou mear, ha, feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun !
— Ma ! tonton Herve, va daou seurt jistr ’zo mat o daou. Em barrikennou n’eus ket jistr badezet ; va jistr a zo dour avalou, n’eo ket dour puns, na dour-red.
— Oh ! gwelet a-walc’h a ran… met lavar d’in da c’hoant, te !
— Piou, me ? Feiz ! ganin-me eo kerkouls kaout eus an hini sec’h. N’eus ket e bar evit gwennaat an dent ; ha, pa vez great « flip » bero gantan, eur banne hini krenv en e douez, e plij kenan-kenan da vouzellou al labourer.