— Ne teus ket sonj petra ’teus great abaoe da Bask ? E-pad an oferenn-bred ne rez nemet mont da eva eur chopinad a-hed ar zarmon ; ha fest ar vaz a teus bet koaniet eur wech da wreg ganti, abalamour ma tagnouze re. Ha neuze bremaïk e teus evet, da vihana, eur bailhad jistr diwar goust da verour ha great koll d’ezan. Laer ! Ever ! Riboter ! Kanner ar merc’hed ! Boued ar groug ! Daonet ! Milliget ! Mab an diaoul bras hag e gerniel !…
Ha setu Herve Stroalleg o krena an derzienn, rak re wir eo, siouaz ! pec’het en deus ! Hag e talc’h da vont gant ar wenojenn, lann berr en daou du d’ezi, a-wechou eün, a-wechou a-zehou pe a-gleiz, rak an avel, emichans, a rea d’ezan souza.
N’eus forz, a-raok bepred ! Hag, evit krena nebeutoc’h, e kan hag e c’houitell, peb eil tro, eur ganaouenn ha n’en doa bet morse spered a-walc’h nemet evit deski ar poz kenta anezi :
- Selaouet holl ha selaouet,
- Tran lar di reno,
- Eur zon a zo nevez savet,
- Tran lar di ra lan la,
- Tran lar di reno !…
- Selaouet holl ha selaouet,
Eman sko er menhir : n’eus mui nemet eur c’hammed bennak da vuzula, hag e vezo en em dennet kuit dibikous !
Met, siouaz Doue ! e-pad ma tiskane « Tran lar di reno », da vihana evit ar seitekvet gwech war-nugent, pouloudoufez ! setu Herve Stroalleg a-stok korf o vuzula an dachenn, hag e fri tougn oc’h arat douar kerkouls ha soc’h an alar, ha,