nenv binniget. Ma plijfe c’hoaz gant ho polontez rei d’in da anaout gouenn ar wezenn-ze.
— Gortoz, filhor, hag e klevi. Eur prins a zo eur mesaer tud, hag a zo e vicher klevout ar pez a daver dirazan, gwelet kement a guzer ; hag ivez tremen hep gwelet a-wechou an traou a laker dirak e zaoulagad. Gouzout en em ober, en em drei, setu aze ar vicher ! Disk anezi, va faotr,… ha roust, en em denn ac’halen da glask va gwezenn.
Hor paour kêz den yaouank, daoust d’ezan da veza prins, markiz, beskont, aotrou, — sonj ho peus dalc’het marteze eus e hanoiou, — a oa nec’hetoc’h eget e ganval o tiskuiza, en e varchosi, dirak eur bailhad brenn hag eun hordennad foenn… C’hoaz e lavar meur a hini ez eo brao beza a lignez uhel. Ha ya vat ! Foei, sell !…
Met ar roue Pentudi en doa gourc’hemennet, ha red e oa senti. Hogen penaos ?
Aze e oa an dalc’h, ha Youen a zebre e dammig spered o klask gouzout dre be benn diluia ar gudenn rouestlet-ze, ha kaer klask en doa, netra ne gave.
E-kreiz ar c’hoad, en-dro da Gerbutun, eun hanter-dousenn glaouerien mogedet a c’hortoze prins Pouldahud, prest da bilat ar wezenn, kerkent ma vije dibabet.
— Gortozit c’hoaz eur pennadig, paotred ; met ne c’hedoc’h mui gwall-bell ; c’hoaz amzer d’in hepken da ober eur zonj hag eun dro ziveza. Bremaïk ema-hi d’eomp.
Ha Youen dounoc’h-douna e-barz ar c’hoad.
Ha ya, feiz ! Hag e oa gwelloc’h ? — Tamm ebet ! Gwez aman, gwez aze, gwez a bep tu, gwez du-hont, a-zehou, a-gleiz, a-raok, a-drenv, ha nemet gwez hepken ! A-wechou ar brankou