gwasa ma zo, kement-se hep d’ezan gouzout netra krenn penaos na perak.
— Savomp adarre, emezan, abarz koueza mui !
Ya, met eur zamm iskiz a bouez war e ziouskoaz, hag e rank chom da bokat d’an douar. Droug ennan, e tiswink muioc’h-mui ; met diou c’har dir a zo skoulmet en-dro d’e c’houzoug ken en deus poan dialana, hag eur c’hoz vouezig a gomz outan, lemm ha roc’hellus e-giz rojou Karrig an Ankou o wigourat e-pad an nozveziou goanv :
— Petra, mignon Herve, penaos c’hoantaat tremen e-biou d’am zi hep dont da lakaat eur c’hornadig butun gant ar C’horrig ?
— Va buhez !… N’am lazit ket !… Va buhez !…
— Laza ac’hanout, mignon paour, an dra-ze n’eman ket e-barz. Bezomp mignoned kentoc’h, petra ’lavarez ?
— Oh ! ya, Gwerc’hez santez Anna, maeronez va gwreg ! Lezit ac’hanon, aotrou Korrig, mall eo ganin distrei da gaout va gwreg…
— … Evit larda anezi gant trojenn ar skubellenn, evit digas d’ezi muioc’h a c’hoant kousket ?
— Va buhez ! Forz va buhez ! Ne rin ken !
— Gwaz a ze neuze, rak ar gwragez o deus holl ezomm da danva alïes, gant o chouk, blaz ar geuneudenn… Me ne ran ket forz, met, en abardaez-man, eo du va fenn : deus ganin d’am zi, hag e konti d’in kontadennou mamm-goz d’am diskuiza !
Ar C’horrig a lammas en eur berniad douar-goz, a frankeas an toull, hag a zachas Herve baour diwar-bouez e vleo, ken na zigouezas e-kreiz ar menhir !…