Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TRUILHENNIG
HA GARGARENEZ
————


Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret… [1]

Neuze ’ta, abaoe ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontell war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketer o chom e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da baotred-ar-c’hign ; e-lec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale, eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo,

  1. Hizio, bennoz Doue, ar skolaj koz a zo adarre digor ha beo-buhezek evit brasa mad ar brezoneg.