na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketerien sant Per-Baour evit o zant paeron !
N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penaos.
Eur zulvez, kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano, — eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro, — a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia e-touez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya, koant zoken, met hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.
Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penaos en defe gellet ober, pegwir e holl amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vat, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…
Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou ’oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa great taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz, ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet — hervez lod, — gant e wreg, eur