vaouez beg figus, rok an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou ’oar ?… Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me ’gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :
- Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
- Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlann !
- Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
- Pariz, te ’vo beuzet en tan.
Mar deman an diougan-ze war-nez dont da wir, ar Gear-Veur eo tremen mall d’ezi dont da furaat, ha kalz c’hoaz !
Eiz deiz goude digouezout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechou ha teodadou e wreg. Sonjit ’ta ! Houman a oa deut mez d’ezi da veza gwreg da eun den e hano Truilhennig.
— Mez ar chas eo, emezi : mervel a rankin diwar an taol-man. Neuze ne dalv ket ar boan beza pinvidik ma ranker dougen eun hano ken divalo, eun hano pilhaouer !… Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout eun hano all hag hen eun tammig dereatoc’h ?
En eur ger, bouzara a reas kement he gwaz gant ker bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennoz da chench hano. Mont a reas d’an ti-kear, hag eno, mar plij ganeoc’h, e voe badezet a nevez Kont a Gerdruilhen ! ! ! Nemet ma rankas rei eur yalc’hadig vrao a arc’hant evit beza badezet