Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

en dro-man, muioc’h eget pevar real, evel ma roas e dad d’an dro genta da aotrou person koz Pouldahud. Hag, adalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetan c’hoaz, a veze lorc’h enni pa zonje e oa hi digemeret e-touez an noblans. Ker buan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegez :

— Alo ! cheulkejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tok, hag izel ar penn, pe me ’welo. Ha buan !

Pa lavaran d’eoc’h, kollet e oa o fenn gant an itron Beskontez a Gerdruilhen hag he zammig aotrou !

Eas eo d’eoc’h kredi, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri-mec’hiek e skolaj ar Pont. Buan e kasjont lizer d’ezan, hag, eur mintinvez, ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhen, a lavaras kenavo d’ar skolaj koz, ha da iliz Itron-Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kêz marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ?

Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.

Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penaos, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al