da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !
Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a voe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a chome c’hoaz ganti a skiant vat : red e voe he c’has da di an diskianted, e-lec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri dervez !
Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ?
Ar paotr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan :
— Perak ivez n’eo ket bet chomet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ?
Met naon a deue d’ezan, hag, evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man ’zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan…
Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre goc’hu ar gear vras, a chomas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile.
— Truilhennig ! eme an eil.
— Gargarenez ! eme egile.
Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad