nemet pri diouz an traon betek al laez, hag an aotrou, paour kêz aotrou Tamkroc’hen, na stlabezet e oa e voutou-ler e-barz ar vouilhenn !
— Kant minel borc’hel ! emezan, biken ne c’hellan ket mont d’ar foar gant va boutou er stad-ze ! Gaou a rafen ouz va diou yaouank… Jakez, kerz buan da gerc’hat d’in eur re voutou all, e-pad ma chomin aman da ziwall an daou reunek fall.
Ha Jakez war e giz en-dro, drouk-laouen, en eur c’hrosmolat.
E-pad an amzer-ze, an diou verc’h « ra-netra » a oa war an uhel o sellet, tost d’ar gear, ouz ar pez a oa c'hoarvezet ; ha, pa weljont Jakez o tont gant e zaouarn hag e veg lous, gant e zilhad saotret, ec’h en em rojont da c'hoarzin kement ha kement ma ’z eas eur c’horfad maliz e-barz ar mevel, ha n’o c’hare ket an hanter re.
— Petra ? emezan outan e-unan. Ober ar zod ac’hanon a glaskit ?… Gortozit, koz dimezelled, skuiz en o lostennou. M’ho tesko, me, gwelomp !
Ha Jakez d’o c’haout.
— Ho tad, emezan, en deus lavaret d’in dont da bokat d’eoc’h ho-tiou !
Ar merc’hed a c’hoarzas muioc’h ha krenvoc’h c’hoaz… Met ar mevel a zalc’he start, hag a dostea dalc'hmat.
— Ha red eo d’in mont buan ganti, rak n’em eus ket a amzer da goll !
An diou yaouank ne c’hoarzent mui nemet dre hanter, en eur welet Jakez en o c’hichen.
— N’eo ket gwir ! emezo.