avel », rak avel hepken, ha n’eo ket piz bihan eo e kemere peb ar mare diouz ar bisac’h goullo staget en-dro d’e zargreiz. Ha Tougn a c’holoe, gant evez, e antchou goullo, hag a rastelle flour d’o c’hompeza.
War an hent bras, skoaset a-drenv eur c’hleuniad lann en o bleun alaouret, hep beza gwelet, eul lakez aotrou a zelle ouz Tougn o labourat hag a zonje :
— Mat, mat eo ! eman Tougn oc’h hada piz !…
Hag an aotrou Sparfel, laouen e zaoulagad-kaouenn a-drenv e lunedou brankou aour, a c'hoarze sioul, ken na zave e vuzellou tano da ziskouez diou rastellad e zent hir, ken na c’hoantae e fri krog plega da bokat d’e chink ; amprevan daou-droadek, tri-c’hart ki uzulier touet !
— An Tougn, emezan, a dle d’in eur c’hant lur bennak, hag a gasin da c’houec’h ugent lur pe ouspenn. Pa vo deut ar piz bihan, me ’welo penaos en em drei, hag an hucher, emichans, n’eo ket great evit ar chas !
War-dro ar peder heur heol, Tougn, en eur zevel mell e gein, a welas Glaodina, e wreg, o tont da zigas d’ezan e vern-vihan. Hag hen d’ar c’hrinenn da azeza eur pennadig da zibri eun tamm bara kig-sall, ha da eva eul lomm jistr, en eur lavaret d’e Chlaodina :
A zalc'h an den en e blomm.
— Gwir, eme ar wreg, met dalc’h sonj petra ’c’hoarvez