Tougn a ehanas, hag a respontas d’ezo :
— Ar paour n’en deus ket amzer da veza inouet ; setu aze eur c’hlenved ha ne stag nemet ouz ar binvidien :
- Red eo d’an den ha n’eus netra
- Labourat tenn hag hep gouela !
Hag e kuiteas e bark, goude eur zell diveza war e labour dreut ; hag e tistroas d’ar gear gant an amezeien.
Tougn a oa eur paour kêz diaoul, eur fur a-ziwar ar meaz, hag en e furnez e kemere an traou e-giz ma teuent, hag ar bed war an tu ma troe, heol pa domme, ha glao pa c’hlebie. Ahendall, poan a-walc’h d’ezan kaout e dri bochadig kerc’h bemdez hag eun tamm dilhad bennak eur wech an amzer.
Rak Tougn, mar poanie pa laboure, Tougn en doa a bep seurt siou, lakomp fall, evit eun den dileve : Tougn a chasee, Tougn a beskete, Tougn a zaremprede ar marc’hajou peurliesa hepken evit gwerza netra ha prena eur c'hofadig « odivi ». Ar gwasa ma oa, Tougn a oa eur c’hoarier, eur c’hoarier daonet, gouest da c’hoari n’eo ket e holl wenneien, met c’hoaz gwreg ha bugale. — Hag evel-se, e c’hellit kredi, n’eo ket pinvidikaat eo a ra Tougn dre ma kerz ; e-lec’h daou varc’h mat gwechall, n’eus ken nemet eur c’hagn dreut en e varchosi, hag e eost a vez debret a-raok beza medet ! Dle a zo bet kemeret zoken war e dammig tiegez, an aotrou Sparfel her goar mat ! Nag a bateriou, nag a litaniou — n’eo ket re ar