zent ! a glev digant e C’hlaodina, pa zigouez d’ezan dont d’ar gear eun tammig badaouet gant gwin-ardant !
Tougn en defe keuz, rak eur galon vat a zen a sko en e greiz, met petra ’dalv « keuz war-lerc’h » ?…
Ha n’eus netra evit distrei ar c’hoarier diouz ar c’hartou : bemnoz e tou ne c’hoario ken, ha, siouaz ! goude e gousked, pep mintin, pa gav e du, e adkrog da c’hoari !
Petra ’fell d’eoc’h ? Al louarn a varvo en e groc’hen, nemet ez-veo e vefe diskroc’hennet ?
Ha c’hoaz, piou ’oar ne rafe ket kroc’hen nevez ?…
Setu aze Tougn a zo savet hizio mintin-mat, ne oa c’hoaz enaouet nemet hanter c’houlou gant an deiz ha meur a gilhog divezat a oa c’hoaz o kana.
Hon den a zamm, war e gazeg koz eskernek, eur zac’had piz da hada, had kaer ma zo !
— Arabad d’it, eme Glaodina diouz he gwele, arabad d’it brousta da biz, nag hada re stank : te ’oar eman an had divezat o vont ganit !
— Bez dinec’h, gwreg ! Ra vin-me skaotet en erc’h, pe skornet en tan, ma na ve ket hadet mat ar piz-ze ! Sou, Morianez !…
Ha Tougn etrezek « park ar C'houiled ».
Gwasa ma zo, e hanter hent, piou a gej gantan ? Beskenneg, ar c’hemener, ruz e zaoulagad en e benn, o veza tremenet an noz en he hed o c’hoari ’r c’hartou, piou ’oar e pelec’h war ar meaz.