Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sonjit ’ta : en eur skarza e varchosi, er mintin-man, Tougn en deus kavet er voger, e-rez an douar, eur voestad leun a aour, ha n’ouzer ket ped pez biskoaz n’eus ket e-barz !

— Diamik ! eme an uzulier, o c’hlaouri. Ha d’in-me Tougn a dle war-dro hanter-kant skoed pe zaou c’hant lur ; hag hirio, dres, e teu va bilhed da dermenn ! Diamik !…

— Poent d’eoc’h neuze, aotrou Sparfel, chacha ganeoc’h war-lerc’h hoc’h ibilh, rak gouest a-walc'h e vefe dizale da zispign e holl beziou gant boutailh ha kartou !

— Mont a ran, diamik, mont a ran…

Hag an uzulier, lugernus e zaoulagad dindan e lunedou brankou aour, a vousc’hoarze d’e fri-kaouenn, en eur zigouezout e-barz leur Tougn.

— Ar Sparfel ! Ar Sparfel ! Hen eo ar sorser !… eme renerez ar Vreuriez dibrez.

— Evit gwir, eme Glaodina, bez’ e oa harpet ouz kloued « park ar C'houiled », an devez ma oa hadet hon fiz bihan.

— Laosk da vont neuze !… Bec’h d’ar sorser, c’hoarezed !…

Ne oa ket red d’ar renerez gourc’hemenn diou wech : holl verc’hed Breuriez dibrez an Teodou-Lardet a zavas o brankou lann hag, aotrou Doue, c’houi ’oar nag a daol, nag a flemm a bakas, n’eo ket ar sorser — gouenn ar zorserien eo eat ar penn er-meaz anezi — met an uzulier divalo, ken disprizet er Vro. Ar paour kêz Sparfel ne oa nemet gwad, hag a dra zur, eur pennad mat a amzer a dremenas o c’houennat ar pikou lann diouz e groc’hen : n’eo ket deut d’hel lavaret abaoe.