Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/19

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


Setu an holl o tiskenn buana ma c’hellont ; ar roue Pentudi, Braventez, Gwennig, an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez, ar mevel bras Gwinardant, gantan eur picherad jistr, hag an dimezelled hag ar flec’h, hag an duchentil, betek zoken ar vevelien.

— Va faeron roue, eme Youen o tostaat, mar plich, pourchasit peb a vanne jistr evit va glaouerien. Eman gleb o chupenn war o roched ha dizec’het o gourlanchenn, rak, va c’hredit, tomm eo bet an abadenn. Met deut eo an traou da vad, ha bremaïk e vezo digouezet dirazoc’h ar wezenn am eus dibabet, unan hag a vezo diouz ho toare.

Setu ma klever trouz gant treid ar c’hezeg, gant gwigour ar rojou-karr, gant galv ar chalboterien ha strakadennou ar skourjezou.

— Aotrou Doue ! eme an holl zellerien, petra eo hounnez, ar wezenn-ze ?

Dek karr bras a oa bet staget lost-ouz-lost, ha kezeg, forz pegement, sterniet da chacha. Ha setu penaos e teue betek porz ar maner eur mell gwezenn gourvezet penn-da-benn war ar c’hirri.

Ar roue koz, hag a wele c’hoaz mat eus a-bell, ne zaleas ket d’anaout ar wezenn.

— Seiz kant luc’hedenn gamm ! emezan gant e vouez c’hroz. Kalz gwelloc'h e vije bet d’in beza bet paeron da vab an truilhaoueka pilhaouer eus bro ar Vigoudenned, eget beza eat da zerc’hel war mean-font ar Vadiziant eur bitouz ken diempenn, eur marmouz ken diboell ha ma ’z out-te, prinsig Pouldahud ! N’ouzez-te ket eo hounnez, ar wezenn a teus displantet, diskolpet hag hanter-lazet, n’ouzez-te ket e teu ar wezenn-ze