Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/190

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ya, eme Vendal ar C'hantonier, me ’zo bet ivez du-hont oc’h ober va amzer. Eur wech e-pad eun devez glao, e oa ar rejimant a-bez er gwasked dindan eur wezenn, unan hepken !

— Basta ! a responte Jakez ar Prim, evit gwez ken bras ha me ne gredan ket ho pefe gwelet : ar wech diveza am eus great tro ar bed, — d’an dro ma oa chomet du-ze va brec’h kleiz war va lerc’h, — e oan en em gavet gant eun tamm gwezenn hag hi ken bras, ken teo, ken ma oan souezet-maro ganti : kredit, mar kirit, dek devez leun am oa lakeat da ober an dro da drojenn ar wezenn-ze, basta !

Ar vartoloded koz all a c'hoarze, rak hini ebet anezo ne grede tra eus ar pez a gonte ar re all : holl e c’houzent

Arabad eo kredi kement tra a glever,
Dibaot ar wirionez, ha stank ar gevier !

An holl a c’hoarze ’ta, ha c’hoarzin a ra vad d’an dud, a lavarer ; ya, an holl, nemet Soazig Tagnouz, gwreg ar C'hidour. Tanfouich ! nann, hounnez ne c’hoarze tamm, al lorgnez a oa anezi, eun dostenn zivalo stag mat he c’hroc’hen ouz he c’hein : poan-gof he doa, ken na ride he fri-minaoued, netra nemet o welet ar re all o c’hoarzin en eur domma o zreid hag o bouzellou gant an tan hag ar flip bero. Rak setu eno ! ar c’heuneud-tan en amzer hirio n’eman ket evit netra ; nag ar flip kennebeut ne gaver ket alïes anezan evit eur « bennoz-Doue », nag evit daou zoken.

An tommerien-everien koulskoude ne reent van ebet ouz an hini goz, kaer he devoa houman dislevi, dic’henaoui,