Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

diskouez e oa c’hoaz beo, Jakez ar Prim a Iavaras d’e vignoned, en eur zellet a-gorn ouz an hini goz :

— Anez ar gwin hag ar merc’hed
Ne ve ket kalz a drouz er bed !

— Anez ar merc’hedou evel Soazig, a-dreist-holl, eme Vendal adarre. Sell ! Kidour, ar c’henta tro ma vezi intanv, te ’oar, arabad d’it kemeret eur Geben, c’hoar d’az kwreg kenta ; deus d’am c’hlask neuze da vazvalan, ha me a zibabo d’it mat ha brao, te ’welo.

Gouzout a rit, pa vez leun-barr eur picherad jistr, mar tiverit c’hoaz e-barz, ar picher a fenno. Imor fall Soazig a oa leun a-benn neuze a-eneb ar C’hantonier ; e c’heriou diveza a reas d’ezi dic’hlania.

— Penaos ? emezi d’he gwaz, he dorn serret prest da vlonsa, ha te a zelaoufe al lakepoted-man ?… Respont ’ta, kaz kousket ! Mar befes intanv, e rafes eil-dimezi, amprevan ?

Ar C’hidour a oa eur fur a zen anezan ; anaout e wreg a ree ivez, ha ne gemeras ket aon rak he fennad : alïes en doa klevet kement-se diganti.

— Kleo, hailhon ! a c’hourdrouze an hini goz. Mar timezfes en-dro, sell, me a deufe diouz va bez da zacha ac’hanout d’am heul diwar-bouez da dreid. Ya, diou wech hailhon, diwar-bouez da dreid !

Ar re all a c’hoarze :

— Grit, peoc’h, Soazig ! emezo. Pa vezoc’h eat da rouantelez ar gozed, e kouskoc’h du-hont brao ha start, e-giz an holl !